Emsavadeg pobl 2017 e Venezuela

Lec'h koun d'ar vanifesterien lazhet gant kroazioù bihan dezho liv banniel ar vro
E fin ar bloavezh 2015, Venezueliz rediet gant ar baouentrez da zebriñ lastez.

Emsavadeg pobl 2017 e Venezuela zo un heuliad manifestadegoù a-enep ar gouarnamant dre Venezuela a-bezh. Krog e oa an emsavadegoù pobl e miz Genver 2017 goude ma voe harzet pennoù eus an enebiezh politikel er vro. Ouzhpenn se e oa bet roet lamm d'an eskemmoù etre gouarnamant Nicolás Maduro hag e eneberien politikel ha sokial.

Gant an amzer o redek e yeas war-gresk ar chikan. Kroget e oa a-benn neuze ur stourm bonreizhel e fin miz Meurzh pa voe gwelet an Tribunal Supremo de Justicia, lez-varn uhelañ ar vro (a-du krenn gant Maduro), o tivodañ ar vodadeg vroadel. Kreñvoc'h-kreñvañ e savas an eneberezh ouzh ar gouarnamant hag e harperien goude an taol-se.
E miz Ebrel e yeas ar manifestadegoù war-du un eneberezh stourm. Ouzhpenn an enkadenn bolitikel e kreske un enkadenn ekonomikel zrastus a awenas kantadoù a vilieroù a Venezueliz da ziskenn er straedoù evit goulenn ma vije graet un dra bennak gant ar gouarnamant ha goude-se ma vije aozet dilennadegoù nevez.

E fin miz Even 2017 e oa bet 91 den lazhet, e-tro 15 000 gloazet ha 3 132 den harzet ha toullbac'het.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy